Tregorn – Groñvel
Komz 6. Kontadennoù Groñvel – Dastum

Yann Garaez oa barzh ti e dud, ba Karaez. E dud oa marc’hadourion moc’h. En en doa breudeur ha c’hoarezed. Met Yann a veze bemdez oc’h eveshaat ar moc’h, eveshaat moc’h, ya. En doa ur c’hwitell. Pe dae sonj da Yann – Yann doa dreset mat e voc’h – lakae azezet 0 dre id d’an nec ‘ h. Ya, met ar bloavezh ioù oa tremenet, a oa ret da Yann dont d’ober e gonjer. Ha Yann en doa bet ur paper da vont da Bariz d’ober e gonjer. A-gaoz Yann n’oa ket gwall digourdi, e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c’hoarezed a lâre : « Petraray ar paour·~aezh Yann ba Pa riz e-hun ? » Met tremenet en deus ar c’honseil, mat eo da vont d’ar servij, ret eo dezhan mont. A oa Yann da Bariz. Ha, ba’r c’hazern lec’h oa Yann, oa tremenet Yann evit ur paourkaezh inosant, tout ar re ail a rae an alori gant Yann. Met Yann n’oa ket ken alaouret-se, ka gwel’ en doa penaos beP noz ec’h ae deus ar c’hazern tud da vonto ar gard ; unan ec’h ae bep noz da vonto ar gard ba’n iliz. Hag an hani ac’h ae da vonto ar gard hennezh ne vize ket gwe let james ken. Hennezh n’tae ket war e giz james ken. Hag un devezh eo erru tro Yann dont da vonto ar gard. Ha Yann c’houle ket mont, a rae tout vit pas mont. Met roet oa an ordre (urzh) da daou ail, daou soudard ail da gas Yann ha da lakaat Yann ba’n iliz, da vonto ar gard, epad an noz. Ha lârent da Yann : « Benn arc’hoazh vintin nim ‘tay da glask ac’hanoc’h. »Met Yann a lâre d’e sonj : « Ya, met peogwir ar re zo bet aet kuit a-raok hani ebet anezhe zo bet deuet war e giz, petra zo vont d ‘erruout ganin fenoz ? »
Un tammig a-raok hanternoz, Yann en doa klevet un trouz. Ne ouie ket peseurt e oa, met… Yann lâre: « Amai’i zo vont da vout un dra bennaket. » Ha Yann selie partout ba ‘n iliz. 9 cc 0, lâre Yann, me ‘zo hont da guzhat ba’r gador sarmon … Ha Yann da guzhat ba’r gador sarmon. Just benn oa hanternoz 0 son erru ur plac’h kaer evel ur rouanez. Hag ur sabrenn ganti ba he dorn. Graet tro an iliz, met Yann oa kuzhet, n’he doa ket kavet hi Yann hag aet hi kuit. Pa oa aet hi kuit Yann zo diskennet deus ar gador sarmon. o c’hortoz ar mintin da erruout d’an daou ail da vont da glask anezhan. Yann en doa efer d’ober an eil sort hag an ail ha deuet e oa an eil sort hag an ail e-barzh e vragoù. Pa oa erru an daou ail da glask anezhan an daou ail zo chomet souezhet abominapl ‘wei Yann ba’n iliz peogwir ar re veze digaset an deizioù a-raok hani ebet anezhe veze gwelet ken. Hag i c’houle gant Yann : cc Met, Yann, peus ket gwelet mann ebet ? – 0, nann ‘vat, ‘m eus ket gwelet mann ebet, met poent oa deoc’h erruout, ne baden ket hag anoued am boe. Ne baden ket ba’n iliz-se ken . .. Bon. Peogwir Yann son je dezhan : « Bon, saovet on an noz-man, breman eman trernenet evidon … Hag an noz war-Ierc’h oa lâret da Yann c’hoazh : cc Ben ret eo deoc’h mont ur wech c’hoazh, Yann. Ho tro eo fenoz c’hoazh. – 0, lâre Yann, ar wech-man e tremenin. Sur ar wechmaf’i e tremenin avat. » Peogwir ar re ail dremene tout. Kaset Yann c’hoazh, d’an iliz c’hoazh etre daou soudard. Un tammig a-raok hantemoz, Yann ‘Iâre d’e sonj : « Pelec’h ec’h in fenoz da guzhat? 0, fenoz, ec’h an dont ba’r gador govesion, » lâre Yann d’e sonj. Yann da guzhat barzh ar gador gofesion. Benn hanternoz, just pa oa hanternoz 0 son, a fel [welas] ur vadam gaer c’hoazh evel ur rouanez oc’h erruet c’hoazh, ar sabrenn ganti ba he dorn c’hoazh. p’emaf’i trernenet hi dirak ar gador sarmon, lec’h oa Yann an noz a-raok, hi rae un taol sabrenn war ar gador, ha lâre : cc Aman oa-ef’i dec’h da noz, » lâre-hi. 10 Graet he deus un dro n’he doa ket kavet Yann c’hoazh. Hi kuit. Yann ‘tont maez deus ar gador gofesion neuzen, ha da greno gant an anoued c’hoazh. Graet en deus an eil seu rt hag an ail hanter ba’n e bragoù c’hoazh pa oa erru an daou ail da glask anezhaf’i. An daou ail souezhet ‘wei’ Yann c’hoazh. cc 0 Yann, peus ket gwel’t mann ebet ? – Nann, lâre Yann, ‘m eus ket gwelet mann ebet. » Yann son je dezhan oa tremenet, a lâre d’e sof’ij : cc Benn breman eman tro un ail da vont. » Pa oa erruet an noz, lâret da Yann c’hoazh : cc A, ar wech-man ret deoc’h mont c’hoazh Yann, ar wech-man ret eo deoc’h mont d’an iliz c’hoazh. » Ha Yann en doa aon, pezh oa posupl. Kaset Yann ‘tre daou soudard c’hoazh d’an iliz. Ha pa oa erru unnek eur, Yann lâre d’e sof’ij : cc Forset on d’esaeaf’i kuzhat c’hoazh fenoz. Met pelec’h ec’h in ? N’eus ket kalz tachennoù da guzhat, ma c’h aen ba’r c’hloc’h, » lâre Yann d’e sonj ? Yann komanset da verniaf’i kadorioù. cc Peseurt mod erruet ba’r c’hloc’h kar an dra-se zo uhel. » Yann gomanse da serrif’i tout ar c’hadorioù ha da vemian kadorioù an eil war an ail. Pa oa erru Yann apeupre ba’n nec’h ‘hont da douch e dorn, vlada drailhet tout ar c’hadorioù ha diskenn tout ha Yann da heul. Erruet hanternoz nemet kard, a oa Yann femio [0 verniaf’i] kadorioù c’hoazh evit an eil gwech da vont ba’r c’hloc’h. Erruet Yann da vont, benn ar fin, erruet oa ba’r c’hloc’h. Just dindan oa erruet Yann ba’r c’hloc’h fel [a welas] ar vadam gaer erruet ba’n iliz. ‘Man trernenet hi dirak ar gador gofesion gant he sabrenn c’hoazh evel an noz a-raok. Roet un taol sabrenn war ar gador gofesion. cc Aman oa-en dec’h da noz, » lâre-hi. Pa oa erruet hi dirak ar c’hloc’h : « Salud ‘ta, lâre-hi da Yann. – Salud, lâre Yann dezhi. 11 – C’houlit ket diskenn ? lâre-hi da Yann. – Nann, lâre Yann, nann, nann, n’houlan ket diskenn. Benn neuzen vo ret deoc’h sikour ac’hanon. – A, lâre-hi da Yann, me ‘zo vont da sikour ac’hanoc’h gant ma sabrenn. Peus ket ‘met krog ba’r penn deusaf\. » Hag hi oufren he sabrenn da Yann gant he dom kleiz. « 0, lâre Yann, ba Karaez ‘vez ket gounezet bara gant an dorn kleiz. Ba Karaez ‘vez gounezet bara gant an dorn mat. Peus ket ‘met reif\ ho torn mat din ha me ho tiskenno. » Hag hi oufren he sabrenn da Yann gant he dorn mat ha tiskenn Yann deus ar c’hloc’h. « A, lâre-hi da Yann, me oa 0 c’hortoz ac’hanoc’h abaoe pell ‘zoo Kar ar c’hentan hani nefe bet tec’het teir noz hep me behe lazhet anezhaf\, hennezh dimio din peogwir me eo ar Rouanez, me eo merc’h ar Roue. » Ha Yann neuzen 0 vont d’ar c’hazern, pe oa erru ar mintin c’hoazh. Pe oa erruet Yann ba’r c’hazern e oa ar Roue 0 c’hortoz Yann ha lâre da Yann : « Bon. C’hwi an hani eo vo mab-kaer din, c’hwi zimio gant ma merc’h. C’hwi a zimezo gant ar brif\sez. » Ha graet e voe un dimezif\ bras ba Pariz, gout a rit, evit Yann hag ar brif\sez. Yann a skrive da Garaez d’e dud, da lâret e oa dimezet ef\ gant ar brif\sez. E dud, e dad hag e vamm, e vreudeur hag e c’hoarezed a c’hoarzhe, goOt a rit, 0 lâret : « Paour-kaezh Yann, me mes tra inpenta traoù. Daoust hag-ef\ emaf\ dimezet Yann gant ar brif\sez ‘ta ? » Met dimezet oa Yann gant ar brif\sez ‘vat. Met e dud a skrive da Yann, a lâre da Yann : « Peogwir oc’h dimezet gant ar brif\sez e vo ret deoc’h dont da Garaez da ziskouez ar brif\sez deomp. » Met ar brif\sez ac’h ae ba he charaban, go ut a rit, charaban ar brif\sez, ha Yann a vanke dezhaf\ mont war gein ur jav, da Garaez. Ha peogwir ar Roue a oa e dadkaer, ar Roue en doa lâret dezhafi : 12 « Peus ket ‘met choaz daouzek soudard hag an daouzek gwellaf\ java zo ba’r c’hrevier da vont ganeoc’h war gein ar c’hezeg da Garaez. » Ha Yann partiaf\, gant ur jav, ha Yann oa gwisket e prif\s, oa ur gwiskamant kaer afreus gant Yann. Ya, met erruet oa an noz wa’n he nt, oent pell deus Karaez ha Yann ‘Iâre d’e sof\j : « Petra rimp breman p’emaf\ erru an noz ? Welamp ket ken d’hont gant an hent. » Yann lâre d’unan deus ar soudarded a oa asambles gantaf\ : « Kerzhit ‘ta ba beg ar wezenn aze da wei’, ma welit ket ur goulaouenn bennaket dre aze, » pa oent erru ba kreiz arc’hoad. En en doa gwelet ur goulaouenn hag 0 vont 0 tont sa lec’h en doa gwelet ar goulaouenn, ar sklêrijenn. A oent erru e-barzh un ti oa ofret boeson dezhe ha boued ha traoù. Ha Yann oa lâret dezhaf\, peogwir oa gwisket e prif\s, oa lâret dezhaf\ mont barzh ur gambr kaer, ar gambr gaeraf\ oa ba’n ti oa roet d’ar prif\s evit an noz. Yann 0 vont d’ar gambr da gousket. Met Yann a oa dindan e sofij : « Peseurt tud eo ar re-maf\ ? Petra emaint kapet d’ober din? » War greiz an noz Yann fel an dud-se deus an ti, erruet ba e gambr. 1 a gonte etrede hag a lâre : « Lazhet hon eus [nomp] ar re ail tout, petra raomp? Lazhaf\ a raomp hemaf\ ivez, ar prif\s ? » Deuet aon da Yann. « 0, lârent, ne dalv ket ar boen deomp da vont da lazhaf\ hemaf\, ni a zo vont da lakaat anezhaf\ ba’r gabelot kaoc’h. Ni hon eus ket ‘met serrif\ e zilhad ha kas anezhe ganeomp. E zilhad a dalv ker a-walc’h. » Laeret dilhad Yann. Boutet Yann ba’r gabelot kaoc’h. Pa oent aet gant an hent-se, (peogwir oent laerien 0 doa lazhet ar soudarded evit kaout ar pezh a oa gante), pa m’emaint aet kuit, Yann zo savet, met Yann oa noazh ba’r gwele. Ret oa da Yann bout klasket dilhad ba’n ti, p’en oa gallet dont er-maez deus ar gabelot kaoc’h,
peogwir oa ba’r gabelot. Oa ket ‘met un toullig bihan d’ho nt maez. cc A, erru on, lâre d’e sonj. Ya me ‘m eus klev~t a-walc’h, lec’h tremena penn un den tremena e gorf ivez. » Ha Yann a voute pezh ma c’halle evit sortial e benn maez an feuil. Benn ar fin, forzh bet kignet deus un tu, kignet deus un tu ail, en doa gallet lemel e benn maez. cc A, lâre Yann d’e son j, saovet on. » Bon, peogwir eman ma benn, tremena ma c’horf ivez. Ur wech bennaket e oa deuet Yann maez. Oa ret dezhan kavout dour d’en em walc’hin, kar lous a oa. Ha klasket dilhad, peogwir oa noazh. Oa kavet dilhad dirampet tout. A ne us lakaet e zilhad. Ha ga’n hent. ‘A laboure un tamm war an hent, ba lec’h kave labour, evit mont betek Karaez, peogwir n’en doa gwenneg ebet ken. Ur wech bennaket e oa erruet ba Karaez. Pe ‘n doa gwelet e dud Yann oc’h erruout, e vreudeur hag e c’hoarezed hag e dad hag e vamm – ar prins, hervez ar gwiskamant a oa gantan – a oa graet fas gant Yann neuzen ‘vat. A oa lâret dezhan : cc A, c’hwi eo ar prins ? Ha ya, c’hwi ‘zo ur prins ‘vat! Ha aet e oac’h kuit deus aman oac’h ket gwall gaer, me mes tra e oa dilhad proproc’h ganeoc’h evit zo breman. Ale, Yann, da eveshaat ar moc’h ! lO Roet e c’hwitell da Yann ha Yann d’eveshaat ar moc’h c’hoazh. Un devezhad oa erru ul lizher deus Pariz da Yann, da lâret da Yann e errufe ar brinsez an deiz-mandeiz. Satu Yann a lâre : cc Erru a ra ma gwreg da glask ac’hanon, lâre Yann d’e vreudeur ha d’e c’hoarezed. Gwel’ a rit? Gwel’ a rit memestra on prins ? lO 1 a rae fas [fars?] gant Yann ha lâre da Yann : cc Ya, ar re-se ‘teu da vale, pas da welet seurt eveldoc’h memestra evelkent. Kit d’eveshaat moc’h. lO Yann oa 0 klask chom barzh an ti evit digemer ar brinsez. Kaset Yann d’eveshaat ar moc’h, ha, evit digemer ar brinsez oa graet ur pred ha pedet tout re Garaez da vont d’ar pred. A oa graet ur pred war ur pezh kambr bras-afreus. Feurmet oa karrigelloù ha traoù da 14 zigas ar boued d’an ti, da lakaat ba’r gambr da servij ar brifisez ha tout re Garaez oa pedet da vont. Met Yann oa kaset d’eveshaat ar moc’h. Ha Yann ur wech an amzer, a selle. Benn en deus gwelet ar brin’sez erruet dindan oa hi tremen ba’r park lec’h oa Yann oc’h eveshaat ar moc’h, Yann roet un taol c’hwitell ha lakaet tout e voc’h e garde-à-vous dirak ar brinsez, peogwir oa ar brinsez ‘tremen. Ur wech bennaket en doa lesket Yann da vont d’an ti, ar brinsez benn neuhen oa bet b’ar gambr da zebrin he pred da heul ar re oa pedet da vont. Ha Yann oa klask gober evel ar re ail ivez, lâre Yann : cc p’eman ma gwreg, me ‘m eus droed da glask boued dezhi. – Paour-kaezh Yann, kerzhit, kerzhit, kerzhit. » Kaset Yann kuit gant e vreudeur hag e c’hoarezed. « Kerzhit, kerzhit, kerzhit, c’hwi ne ouiit notenn ebet ac’hanoc’h. » Met Yann vanke dezhan sur kas boued d’ar gambr. Ha Yann ‘tapo ur platad friko ha ‘vont gant eskailher d’an nec’h, pe g’ar skeul, marse oa ur skeul oa. Just dindan oa Yann erruet war bazenn diwezhan, ar skeul strakal. Yann cheto e blatad friko ba’r gambr e gizse. » Ale, prinsez, lakaet traoù ba ‘ho revr», lâre Yann dezhi. Ar re ail 0 doa mezh ga Yann, a lâre d’ar brinsez eskuzo Yann, oa ket en deus ar re digourdisan. » 0 lesket han, lesket han, lesket han, lâre ar brinsez. Ha pe vo echu ar pred digaset ul lessiveuse a dour aman, d’ar gambr. Ha lesket Yann ganin lO, lâre ar brinsez. A oa graet pezh he doa goulet ar brinsez, digas ul lessiveuse dour tomm ha lesket Yann ga’r brinsez. AI lessiveuse dour tomm oa da Yann da gemer ur bain. Ha pe oa naetaet Yann ha p’en doa gwisket e zilhad prins neuzen en doa galvet e dad hag e vamm hag e vreudeur hag e c’hoarezed da vont. A oent souezhet abominapl, gout a rit, 0 wei Yann e prins, ac’h ae tout da c’houl pardon gant Yann, a lâre da Yann : 15 « Nim doa kemeret ac’hanoc’h evit un alori me c’hwi eo ar priM, c’hwi eo prins hon bro. » Ha, met Yann ne oa ket tachet, Yann en doa ur c’harakter mat, ne oa ket tachet ; en doa pardonet d’e dud a oa aet war e giz da Bariz gant ar brinsez. Abaoe emaf’i ba Pa riz n’eo ket bet deuet da Garaez james abaoe … Bet « ret gant Paulette Garrec deus Tregorn (Gronvel)
