Ar Chevailher – Catherine Duro

Groñvel

Komz 6. Kontadennoù Groñvel – Dastum

 

Ar chevailher 

Ur wech e oa unan gozh hag he doa ur mab, a oa 0 chom e bord ar c’hoad, setu ma veze 0 vont da glask koad da roin dezhi d’ober tan. Setu, un devezh, ef’i oa 0 vont gant an ale ba’ kreiz ar c’hoad, en da welet ur wiz gouez 0 tont sa dezhaf’i, ha telc’he warnan bepred hag hennezh en doa aon deus hi, 0 vont da OOg ur wezenn. Ha pa oa erru ar wiz gouez dindan ar wezenn, hi d’ober ur sell sa an nec’h, a lâre dezhaf’i : « Diskenn alese, chevailher, » lâre-hi dezhan. Ar chevailher chome bepred. cc Diskennit, lâre-hi, pe me ho tiskenno. » Setu ar chevailher en doa aon, a chome er wezenn. Hag ar wiz kozh komans da droc’haf’i ar gwrizioù, war ar wezenn. A seul taol droc’he ur wrizienn. Setu ‘benn ar tin ar chevailher ne verne ket anezhan ken, a lâre :  » Doue d’e volontez. » Hag en 0 tont d’an traon. p’eman erru en traon, erru ar wiz kozh da lâret dezhan : « Bon, sell breman. Se Il , aman ur walenn, sell aman ur paper, ret e vo breman sinan, lârit oc’h ‘vont da zirnezin din. Setu breman ur walenn hag ec’h an ganeoc’h d’ho ti. » Setu ar chevailher ne oa ket kap da lârout mann ebet ken, ha ganti d’ar gêr. Pa oa erru e oa spontet e vamm. Setu d’ar Sul, hounnezh a jete ar c’hroc’hen pemoc’h gouez, hag hounnezh a oa ur plac’h yaouank koant, ur plac’h terrupl, ur gaf’itantenn. Ha setu ar vamm ac’h ae d’an oferenn OOp Sul.

Ha hi, ac’h ae asambles g »ant he mamm-gaer d’an oferenn, a veze tout an dud 0 sellet sa dezhi e-barzh an iliz.  » Hounnezh eo gwreg ar chevailher, hounnezh eo gwreg ar chevailher. » J Deus war fin,· pa-erFûëd’ar gêr deus an oferenn da dape he groc’hen adarre. Tout an dud a ouie peseurt mod e oa kont hag ur sulvezh e oa hi d’an oferenn c’hoazh. A oa 17 deuet ur plac’h kozh neuzen da gurios~at en ti. ~e oa nemet ar chevailher, e-unan er gêr, oc h ober leln. Ha setu hi lâre dezhan : « ° chevailher, diskouezit ar c’hroc’hen din. – N’em eus ket droed, « , lâre-en. Difennet oa deushan [outan] diskouezan hounnezh da hini ebet peotramant vo ret dezhe en em ~uitaat. .H~ setu ar chevailher ne c’houle ket, pa benn ar fin an hlnl gozh delc’he bepred. « Diskouezit din, ne larin ket d’ar re ail.  » Ar chevailher 0 vont sa ar pres, tap ar c’hroc’hen, a diskoueze anezhi dezhi. Pa oa echu an oferenn a oa erru o div er gêr. « A, chevailher, lâre-hi dezhan, petra ho peus graet! Diskouezet ho peus ma c’hroc’hen. » Ar chevailher lâre : « Ne’m eus ket, ne’m eus ket. » Benn ar fin e oa ret dezhan bout lavaret. « Bon, lâre-hi, breman vo ret din mont kuit.  » Hag ar walenn oa roet dezhan. Ha setu he deus tapet ar walenn ha torret anezhi en daou. « ‘Benn ma erruo an daou damm-se d’en em douch, d’en em soudan, neuze erruimp asambles adarre. Met a-raok eman ret din mont gant an he nt.  » Hag hi kuit. Ha chevailher ne rae ket ‘met gouelan, keuz en doa d’e wreg. Satu lâre d’e vamm : « An dra-se ne servija ket, lâre, ret eo din mont da glask anezhi.  » Ha setu en ba’n hent, tap un tamm sac’h bennaket war’e choug hag ba’n hent. Satu en doa graet ur bern he nt. Benn ar fin e oa erru e-kreiz ur c’hoad. Kreiz ur c’hoad bras, ur pezh ale e-barzh, ‘vel ar seizh ale zo e koad Kerrien, met brasoc’h, hag a wele e oa bet tan ennan sell ‘ta aman zo bet tud, a wele ur penn-chouch bras hag er penn-chouch oa ur gwele e-barzh. Ha skuizh e oa erru ha setu en d’ober ur c’housk. Benn ar fin neuzen a gleve trouz, a wele un den 0 erruout, hag an hanter ejen gantan war e chouk. Hag en ‘chete anezhan hag a lâre : 18 « Seizh vloaz ‘zo eman hennezh war ma c’hein, » lâreen. Benn ur mare goude a wele un ail oc’h erruout hag ur pezh sac’had bleud gantan hag en ‘chetan anezhan adarre. « C’hoazh ! lâre-hi. – Seizh vloaz zo eman hennezh war ma c’hein. » Setu hennezh d’ober tan ha da gomans d’ober boued. Benn ar fin wele unan oc’h erruout c’hoazh hag hennezh n’en doa ket mann ebet gantan. Ne welent ket mann ebet. « A, lâre-en, me am eus graet un devezh mat hiziv, me am eus kavet un tok ha pa bozan anezhan war ma fenn, hini ebet ne wei ac’hanon ken. – Diskouezit anezhan ‘ta, » lâre ar re ail. Hennezh en deus lakaet an tok ha hini ebet ne wele anezhan ken. Ar chevailher a oa e-barzh ar wezenn, a selle hag a lâre : « Gwir eo, avat.  » Benn ur mare goude, a wele un ail oc’h erruout. « A, me am eus graet un devezh mat. Me am eus kavet ur botoù, lâre-en, ha pa wiskan anezhe, seul gwech e lâran kant, me ra kant lev.  » AI lev zo pevar gilometr … Ar chevailher er-maez. « Chetit anezhe er gwele, chetit an tok, chetit ar botoù.  » Ar chevailher dap an dok, tap ar botoù, ha kuit. Hini ebet ne wele anezhan peogwir gant an tok ne oa ket ‘voaien ken. Hag en gant an hent, laka ar botoù kavet. « Kant, kant, kant, » a rae kant lev seul gwech. Benn ar fin eman erru e-barzh ul lanneg, en wei un tammig lochig ennan hag en sa al loch. En 0 vont ebarzh an ti, a oa un hini gozh ennan, oc’h ober yod. Hag un dant hir he doa, a veska hi ar yod gant he dant. Hag ar chevailher da lâret dezhi en doa kollet e wreg, a oa 0 klask e wreg. « 0, ma mabig paour, lâre-hi, ne chomit ket aman. Kar ma mab ‘zo vont da erruet ha n’eo ket evit soufr ar gristenien, sur hennezh ‘zebro ac’hanoc’h. 19 – 0, lâre ar chevailher dezhi, skoachit ac’hanon en ur c’horn bennaket bepred. – Ma, kit e korn ar c’hogn aze, lâre-hi, ha grit un tamm tomm bepred. » Benn ar fin, en a gleve trouz ‘tont gant al lanneg, e oa ar Genver a veze graet deus hennezh hag a rae trouz avat setu, pa oa erru e-barzh an ti, en a sante a-walc’h e oa un den bennaket. « Hafl hafl, lâre-en, C’hwez kristen a santan Hag en taflvaat a renkan. – N’eus ket, n’eus ket, ma Doue, lâre-e vamm dezhan, n’eus ket den ebet aman ‘met ar paour-kaezh chevailher zo aet e giz-se, zo 0 klask e wreg a son je marteze ouie doare deus hi. – Ar chevailher zo aze, a bon! Lâret dezhan dont [da vont] ouzh taol asambles ganeomp. – A nann pas, lâre-eii. – Ha piv eo ho kwreg ? – A, lâre ar chevailher : Merc’h ar Roue Kanfard a ri Kanfarda ro Kas mizi Kas mizo Kas mil eizh kant c’hwec’h En tu ail d’an disheol Staget gant peder rafljennoù Etre an neflv hag an douar. – A pas, lâre Genver, me n’anavezan ket anezhi. Met ma breur Fer [C’hwevrer] erruo damaï [bremaik] ha marteze hennezh teu pelloc’h evidon. – Marteze hennezh a Quia neuzen, lâre-en. Ba pelec’h eman. » Setu ar chevailher da Ion jan ennan. An deiz war-Ierc’h ‘vez klevet trouz 0 tont gant allanneg adarre. Ha Fer erru barzh an ti. ~.. …. ~ – « Hafl, hafl, lara-en, c’hwezh kristen a santan En taflvaat a renkan. 20 – N’eus ket, n’eus ket, ma Doue! lâre an hini gozh, n’eus ket ne met ar chevailher 0 klask e wreg aman.  » Setu heman 0 c’houl gantan piv oa e wreg. Ar chevailher lâre dezhan, evel d’an hini ail. «A pas, lâre-en, met ma breur Meurzh arruio benn arc’hoazh hag hennezh ac’h a partout. Ha marteze hennezh a Quia doare dezhi. » Setu oa chomet ar chevailher adarre. Hag an deiz warlerc’h, d’abardaez noz, i klevet trouz tont gant al lanneg, ken krenv ken ne rae ‘met krenan gant an aon e korn ar c’hogn ha Meurzh 0 tont barzh an ti. « Hm han, I~re-en, C’hwezh kristen a santan En tanvaat a renkan. – Pas, pas, ma Doue !, lâre e vamm dezhaii, n’eus ket nemet ar chevailher aman, a zo 0 klask e wreg. – A bon, » lâre-en. Setu en c’houl adarre peseurt hini oa e wreg. Ar chevailher lâre dezhan peseurt hini oa hi. «A, lâre-en, benn arc’hoazh me zo 0 vont da enal’l pedet on da zistanan ar friko, benn arc’hoazh eman a~ eured. – A bon, lâre ar chevailher. – Met, lâre-en, n’oc’h ket a-walc’h evit heulian me aman· kar benn teu-se me ‘gasa ac’hanoc’h ganin. ‘ – A marteze, lâre ar chevailher dezhan, me aeseo bepred. – Met abred benn arc’hoazh vintin ec’h an barzh an hent.  » Setu ar chevailher tapet e botoù hag e dok ha da heulian Meurzh. « Kant kant kant, » a raet kant lev seul gwech ha heu lie anezhan setu oa erru e-barzh ur palez bras ennan, ur pa lez kaer tud ennai’l hardi hag oa an dud en em breparin evit an eured. Ar chevailher lake e dok er giz-se hini ebet ne wele anezhan, hag en 0 vont e-barzh ur sai vras enal’l ha wele e wreg ennan. Hi kaer ha rnerc’hed en dro dezhi, plantan spilhoù e-barzh he c’hoetoù hag e-barzh he dilhad. Ar 21 chevailher dre ma plante ar merc’hed spilhoù e tenne anezhe. Hag ar merc’hed da c’hoari, a lâre : « Met petra sinifia-se, kaer hon eus lakaat spilhoù, ne chom spilhenn ebet ken. Ret eo mont da glask spilhoù. » Satu oa ret bout aet da glask spilhoù. Satu ar chevailher benn ar fin ‘tiwisk e dok. « Boi’ljour, » lâre-ei’l dezhe. Chom tout an dud bleupet. Ha setu benn fin ei’l adlake e dok. Ha giz-se en doa bet graet wechoù. Ha benn ar fin en deus diwisket e dok ha merc’h ar Roue he deus anavezet anezhai’l. « 0 chevailher, lâre-hi, n’eo ket posupl oc’h arru amai’l. » Satu he deus goulennet gantai’l ma oa an hanter gwalenn gantai’l bepred. « A ya, » lâre ar chevailher. Ar chevailher tape e hanter gwalenn ha hi oa he hini ganti ivez hag i lake an div hanter-walenn da doucho hag an daou damm d’en em soudo hag hi da gaout he zad. « A bon bremai’l, lâre-hi ne zimezin gant hini ail ken. Me zo dimezet d’ar chevailher. Hemai’l eo ma hini. » Satu, gouzout a oarit, petra en deus graet ar Roue? Peogwir en doa de livret hi, pe oa adstaget ar walenn, dilivret ‘oa, ne oa ket dezhi dougen ar c’hroc’hen ken na ar wiz gouez na mann ebet. Ha setu oa dimezet d’ar chevailher. Oa graet eured bras – sai’lset eo – moc’h lard o c’haloupat tro ar porzh kontilli gante a-barzh 0 c’hein, barrikennoù gwin ha traoù d’an dro. Ma n’oc’h ket bet war an drezenn, Echu eo ma c’hontidelenn. 

Kontet gant an /tron Ouro (Catherine Baker) /abourerez-douar e Loperare (Gronvel) 18/01n9