Pennig Maoutig – Catherine Duro

Tregorn – Groñvel

Komz 6. Kontadennoù Groñvel – Dastum

Ur wech a oa, ur wech ne oa ket, ur wech oa memestra. Ur wech oa un hini-gozh hag he doa ur mab. Satu, ‘benn ar fin hi lâre dezhan : « Fin, ma mab paour, ret eo mont da lec’h ail. Gouzout a ouzit n’omp ket kapapl da gavout hon boued aman ni hon-daou ken. Ret eo mont gant an hent. – Bon, lâre-en, ec’h an d’hont neuzen. » Setu, tape un tamm bara bennaket hag un tamm boued bennaket hag en barzh an hent. ‘Benn ar fin oa erru ebarzh tal ur feunteun a wele unan gozh enni 0 tapout douro Hi he doa bec’h ‘tougen he c’helorniad dour ha setu – Pennig Maoutig veze graet deus heman – hag en lâre dezhi: « 0 moereb kozh, gortozit un tammig, me zo vont da sikour ac’hanoc’h, me zo vont da zougen ho kelomiad dO:.Jr deoc’h. – Ha breman, ma mabig paour, lâre-hi dezhan, evit rekompansin ac’hanoc’h, me ‘c’h a da rein un dra deoc’h. Ec’h an da rein un c’hwitell deoc’h. Ha ‘benn ho po c’hoant, n’ho po ket nemet c’hwitellat ha goulenn : Ma jav liv d’ar loar Ma sabrenn liv d’ar loar Ma c’hi liv d’ar loar Ha ma mante » liv d’ar loar.

image : Par Kimon Berlin, user:Gribeco — Source inconnue, CC BY-SA 3.0,

Ha raktal erruin diragoc’h. Ha memes mod, lâre-hi, liv an heol ha liv ar stered. Teir gwech ‘vo moaien deoc’h da c’houlenn. – Bon, mersi deoc’h, moereb kozh,» lâre-en, hag en barzh an hent.Satu aet d’ar feurmioù evit esaeat kavout labour, da eveshaat ar gwazi pe da eveshaat ar saout pe denved ne raeket forzh.’Benn ar fin bepred oa erru barzh ti ur Roue-ha satu. oalâret ç1~~han : . « A ya, ar paotr-saout bihan oa aet kuit dac’h, moaien zo da embochan ac’hanoc’h e-barzh e blas. » 29 Ha setu oa embochet. Ha Pennig Maoutig ennan. Setu merc’h ar Roue a gave hennezh koant ha veze 0 vont da welet anezhan ha veze 0 sellet e benn dezhan evit klask laou dezhan e-barzh e benn, ober ton dezhan.Setu un devezh en wele anezhi 0 tont ha hennezh en doa ur penn-danvad, hennezh veze 0 c’hoarin gant e benndanvad ha merc’h ar Roue he deveze plijadur gant hennezh 0 c’hoarin gant ar penn-danvad-se. Hag un devezh e wele anezhi 0 tont, hag hi ken trist. « 0 vont da belec’h emaoc’h, ma mestrez paour, lâre-en, tres trist zo warnoc’h. ? – A, Pennig Maoutig paour, lâre-hi, ne welin ket ac’hanoc’h ken. Ar sarpant seizh penn zo e-barzh kreiz ar c’hoad oa ret kas ur plac’h yaouank dezhan, setu zo tennet ar bilhed ganin, lâre-hi, hag ar bilhed digouezhet ganin. Setu ‘man ret eo din mont. – 0,0 ma mestrez paour, lâre-en, pedit Doue ha me ray ivez. Ha n’erruo ket droug ebet ganeoc’h. – Ha ~o, beo, ma Bennig Maoutig paour, lâre-hi. Keno, Pennig Maoutig ne welin ket ac’hanoc’h ken, » lâre-hi. Hag hi kuit en ur ouelan. Setu. ‘Benn ma oa hi ur pennad mat neuzen, war an hent, ha Pennig Maoutig zo deuet sonj dezhan deus ar c’hwitell hag en da dap ar c’hwitell hag a c’houl : cc E jav liv d’ar loar E sabrenn liv d’ar loar E vantellliv d’ar loar E gi liv d’ar loar. » Ha raktal emaint erru diragan. Hag en war gein ar jav, ha war-Ierc’h merc’h ar Roue. Setu ‘wele anezhi mont gant an ale ha ec’h ae difonn, difonn. Setu en lâre dezhi : « 0 vont sa pelec’h oc’h, plac’h yaouank ? » Honnezh n’anaveze ket hennezh ken. « A, lâre-hi, 0 vont d’ar sarpant seizh penn. Designet on d’hont, eman ret din mont. – 0 ben, lâre-en, m’ho peus c’hoant n’ho peus ket ‘met mont war gein ma jav. E giz-se vo aesoc’h deoc’h. » 30 Hag hi 0 vont war gein ar jav. Hag i 0 vont. Setu pa oent erru e-tal an toull, en gelver ar sarpant : « Deuit d’ho poued, loen vil! – Digaset dezhan din aman, lâre ar sarpant dezhan. – 0, m’ho peus c’hoant da glask anezhan, teuit da glask anezhan a-walc’h. » Setu ar sarpant, pa noa seizh penn, gouzout a oarit, ‘tigas ur penn er-maez. Hag heman gant e sabrenn troc’he penn ar sarpant. Ar sarpant ‘tigas un ail. Heman oc’h ober memes modo «A, lâre ar sarpant, digaset anezhan din ‘benn arc’hoazh. – Bon, » lâre heman. Ha setu en 0 ta pout merc’h ar Roue. A-raok ma oa erru neuzen e-barzh lec’h ma oa e saout, en leske, lâre dezhi diskenn. « 0 pas, lâre-hi, deuit-tre betek ti ma zad, kar ma zad vo kountant 0 welet ac’hanon, oc’h erru war ma giz. Deuittre. – Nann, nann, nann, nann! lâre-en. Ne ‘c’h an ket pelloc’h avit aman. » Ha p’eman diskennet hi, ec’h ae un tamm bihan pelloc’h, pako brid ar jav ha kuit. Hag ar jav 0 tispareso. Setu. ‘Benn neuzen a oa erru gant e saout ha wele anezhi ‘tont war he giz. « A, lâre dezhi, lâret am oa deoc’h e vijec’h deuet war ho kiz. – 0 ya, Pennig Maoutig, lâre-hi, met ‘benn arc’hoazh eman ret din mont c’hoazh ! – 0 pas, pas. ‘Benn arc’hoazh marteze e teuit war ho kiz c’hoazh ! » Setu bepred an deiz war-Ierc’h memes kont. En wele anezhi ‘tremen adarre. «Keno Pennig Maoutig paour, lâre-hi, ne weliet ket ac’hanon ken. – 0, pedit Doue, ha me ray ivez. Ne erruio ket droug ebet ganeoc’h ! » 31 Setu hi 0 vont. ‘Benn un herrad [pennadig] goude hag heman ‘tape e c’hwitell, a c’houle : « E jav liv d’an heol E vanteJ/liv d’an heol E sabrenn liv d’an heol E gi liv d’an heol. » ‘Wele anezhe oc’h arru diragan. Hag en war-Ierc’h. P’eman erru e-barzh kreiz ar c’hoad, homan ac’h ae difonnoc’h, kar sonjal a rae : « Marteze ec’h erruo unan bennaket c’hoazh, da saovo ac’hanon. » Satu en lâre dezhi : « 0 vont da belec’h oc’h, plac’h yaouank ? – 0, lâre-hi, 0 vont d’ar sarpant seizh penn zo e-barzh kreiz ar c’hoad aze. – A, deuit war gein ma jav, lâre-en, me zo vont asambles ganeoc’h. » P’emaint erru e-tal an toull, en a c’halve ar sarpant : cc Deuit d’ho poued, loen vil, lâre-en dezhan. – Digaset anezhan aman, lâre ar sarpant. – M’ho peus c’hoant da gavout anezhan, deuit da glask anezhan, » lâre-en. Setu en digas ur penn er-maez ha Pennig Maoutig gant e sabrenn troc’he anezhan. En digas un ail. Satu en, ‘benn neuzen 0 vont e-barzh e lonj war e giz. « Digaset anezhan din ‘benn arc’hoazh. » ‘Oa deuet hi d’ar gêr adarre. Hag ur wech p’eman erru ebarzh bord ar c’hoad, en leske anezhi ha lâre dezhi : « A, diskennit breman ! » – 0 nann, nann, kasit ac’hanon da di ma zad! – Nann, nann, nann, nann ! lâre heman dezhi – oa ret dezhi diskenn diwar gein ar jav met un tamm bihan pelloc’h pako brid ar jav ha sa e saout adarre. A wele anezhi ‘tont war he giz. « A, ma mestrez paour, lâre-en, lâret am oa deoc’h e vijec’h bet deuet war ho kiz. 32 – A va, Pennig Maoutig, met ‘benn arc’hoazh ec’h an c’hoazh ha ‘benn arc’hoazh eo ar wech diwezhan. » Setu an deiz war-Ierc’h hi 0 vont adarre. P’eman arruet ebarzh bord ar c’hoad, Pennig Maoutig a c’halve : « E jav liv d’ar stered. » Ha war he lerc’h. Setu homan ac’h ae difonnoc’h bepred o c’hortoz hennezh d’erruout. Ne ouie ket pive oa, met bepred oa 0 c’hortoz unan bennaket da erruout adarre. Setu, me mes kont gant ar sarpant, lâre dezhan dont d’e voued hag en deus digaset tout e bennoù neuzen hag heman a drac’he anezhe tout. Setu, ‘benn neuzen ne oa ket sarpant ebet ken. Ha Pennig Maoutig troc’he lanchennoù ar sarpant ha leske ar pennoù ennan. Hag en war e giz, ha merc’h ar Roue gantan. Pa oa erruet e bord ar c’hoad : « Ale, plac’h yaouank, lâre-en, kerzhit breman. – A-raok, ouele-hi, deuit da di ma zad. Saovet ho peus ac’hanon, ma zad vanko dezhan anavezout ac’hanoc’h. – Nann, nann, n’ec’h an ket. » Bon. Satu hi d’ar gêr. Kontant ar Roue, brav eo gouzout oa distrujet ar sarpant, ha setu en doa prometet d’an hini en doa lazhet ar sarpant en dije bet roet e verc’h dezhan. Hag eno e oa botoerien koad pe glaouerien e-barzh kreiz ar c’hoad, hag unan deus ar re-se en doa serret ar pennoù. p’en doa klevet-se – veze bet roet merc’h ar Roue d’an hini en doa lazhet ar sarpant – hag ar glaouer serre pennoù ar sarpant ha ‘hont da balez ar Roue ha da diskouez ar pennoù dezhan. Satu ar Roue lâre dezhi : « Fin, ma merc’h paour, lâret am eus am bije roet ac’hanoc’h d’an hini en doe saovet ac’hanoc’h, ret e vo deoc’h dimezin dezhan. » Ya, met honnezh ouie a-walc’h n’eo ket hennezh a oa, sonjal a rae bepred. cc Koantoc’h e giz-se e oa an hini en deus saovet ac’hanon-me » Hi lâre d’he zad : 33 « Me van ka din ober ur banked bras a-raok dimezii’i da hini ebet. Vanka din ober ur banked bras ha pedet an dud deus seizh lev tro-war-dro. – Bon, lâre ar Roue dezhi, ma van ka ket ‘met an dra-se deoc’h, e vo graet ! » Satu oa graet ar banked. Hag oa ar glaouer e-barzh tal dezhi deus taol. Ha ‘benn ar fin, war greiz oa an dud 0 tebrii’i, hi a wele ur jav hag un den war e gein, ur vante Il gantai’i liv d’ar loar 0 treuzii’i ar c’hourt a lampe dreist ar vur ha kuit. Hag hi lesk ur griadenn. « Petra zo, petra zo, lâre ar glaouer dezhi ? – Mann ebet, » lâre-hi. Setu war-Ierc’h hi a lâre d’he zad: « A ma zad ‘benn zimezin e vo ret gober ur banked brasoc’h c’hoazh. Ret eo pedii’i muioc’h a dud. – Bon, lâre he zad dezhi, ma na van ka ket ne met-se deoc’h e vo graet. ,. Setu an deiz war-Ierc’h neuzen oa graet ur banked ail ha pedet muioc’h a dud. Ha, war greiz debrii’i lein a wele ur jav liv d’an heol 0 tremen hag un den ur vantell liv d’an heol gantai’i a lampe dreist ar vur ha kuit. N’en doa ket graet ‘met tramen e-barzh ar c’hourt. Hag hi ‘ lesko ur griadenn adarre. « Petra zo, lâre ar glaouer dezhi ? – Mann ebet, ,. lâre-hi. Setu hi lâret d’he zad: « A nann, ‘benn zimezin da hennezh ha da hini ebet e vo ret ober ur banked brasoc’h c’hoazh, ha pedii’i muioc’h a dud c’hoazh. – Bon, bon, lâra-ei’i, graet e vo. » An deiz war-Ierc’h a wele ur jav liv d’ar stered hag un den ‘tremen e-barzh ar c’hourt adarre. « Bon, lâre he zad dezhi, memestra bremai’i e vo ret deoc’h dimezii’i, ne dalv ket ar boan ken prometet am eus dezhai’i. ,. Ar glaouer gomai’ise c’hoari ivez. « A, lâre ar Roue, ret eo deoc’h mont bremai’i. 34 – A, lâre-hi, ret eo ober ur banked brasoc’h c’hoazh ha pedii’i toud an dud, Pennig Maoutig ha tout, lâre-hi. – Pennig Maoutig, lâre he zad dezhi ? – Va, lâre-hi, vanka din vo pedet Pennig Maoutig da vont. – Bon, lâre he zad dezhi, ma vanka kement-se deoc’h, met neuzen war-Ierc’h vo ret deoc’h eureujii’i. – Va, ya, ,. lâre-hi. Satu, pa oa debret lein neuzen, tout an dud felisito ar glaouer neuzen gaojen en doa lac’het ar sarpant – ar glaouer oa ar pennoù gantai’i 0 tispak anezhe war an daol neuzen. ‘Benn ar fin Pennig Maoutig lâre dezhe : cc Pe an hini emai’i ar pennoù gantai’i pe an hini emai’i al lai’ichennoù gantai’i eo an hini en deus lazhet ar sarpant? – A, lâre ar Ro’ue, an hini emai’i al lai’ichennoù gantai’i, ‘vat, forset eo. – Sell anezhe amai’i, » lâre Pennig Maoutig. Ha merc’h ar Roue oa kountant. « 0 Pennig Maoutig, lâre-hi, soi’ij a-walc’h a raen eo c’hwi a oa ho poa delivret ac’hanon-me. ,. Ha setu ar glaouer kuit ha graet un eured bras neuzen ha dimezet Pennig Maoutig da verc’h ar Roue. Kontet gant an Itron Ouro (Catherine Baker), Groiivel, 18/01n9