Pennig Maoutig – Catherine Duro

Tregorn - Groñvel Komz 6. Kontadennoù Groñvel - Dastum Ur wech a oa, ur wech ne oa ket, ur wech oa memestra. Ur wech oa un hini-gozh hag he doa ur mab. Satu, 'benn ar fin hi lâre dezhan : « Fin, ma mab paour, ret eo mont da lec'h ail. Gouzout a ouzit n'omp ket kapapl da gavout hon boued aman ni hon-daou ken. Ret eo mont gant an hent. - Bon, lâre-en, ec'h an d'hont neuzen. » Setu, tape un tamm bara bennaket hag un tamm boued bennaket hag en barzh an hent. 'Benn ar fin…

Continuer la lecture Pennig Maoutig – Catherine Duro

Yann Garaez – Paulette Garrec

Tregorn - Groñvel Komz 6. Kontadennoù Groñvel - Dastum Yann Garaez oa barzh ti e dud, ba Karaez. E dud oa marc'hadourion moc'h. En en doa breudeur ha c'hoarezed. Met Yann a veze bemdez oc'h eveshaat ar moc'h, eveshaat moc'h, ya. En doa ur c'hwitell. Pe dae sonj da Yann - Yann doa dreset mat e voc'h - lakae azezet 0 dre id d'an nec ' h. Ya, met ar bloavezh ioù oa tremenet, a oa ret da Yann dont d'ober e gonjer. Ha Yann en doa bet ur paper da vont da Bariz d'ober e gonjer. A-gaoz…

Continuer la lecture Yann Garaez – Paulette Garrec

Ar Chevailher – Catherine Duro

Groñvel Komz 6. Kontadennoù Groñvel - Dastum   Ar chevailher  Ur wech e oa unan gozh hag he doa ur mab, a oa 0 chom e bord ar c'hoad, setu ma veze 0 vont da glask koad da roin dezhi d'ober tan. Setu, un devezh, ef'i oa 0 vont gant an ale ba' kreiz ar c'hoad, en da welet ur wiz gouez 0 tont sa dezhaf'i, ha telc'he warnan bepred hag hennezh en doa aon deus hi, 0 vont da OOg ur wezenn. Ha pa oa erru ar wiz gouez dindan ar wezenn, hi d'ober ur sell sa…

Continuer la lecture Ar Chevailher – Catherine Duro